Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/184

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Me ’m eus bet ur plac’h-a-feson,
Hag hi c’har a greiz ma c’halon.

   Tawet, ma mamm, pec’hi a ret,
Ma faotr ar gambr ho poa gwelet. —
— Gant da baotr ar gambr na euz ket
Soutanenn na bonnet belek. —

   — Ma oufenn ve gwir kement-ze,
Oann et betek ma zad roue……
Demad d’ac’h-c’hui, ma zad roue. —
— Ha d’ac’h iwe, ma mab Doue. —

   — Pe bunition ’zo dleet
D’ur vroegig ’zo gwall eureujet ? —
— Mar d’eo den-onest hi friet,
Barn galet d’ez-hi ’vo roët :

   Barnet d’ar c’hleze pe d’ann tan,
Pe d’ar groug, ’zo ’r maro buhan. —
— ’Nn aotro Doue da vo meulet,
Ho merc’h Henori ’c’h eus barnet ! —

   — Mar eo Henori ’m euz barnet,
Ur varnik-all d’ez-hi ’vo gret :
Gret ’vezo un donnel newe
Da vont war-vor, en gward Doue ! —


IV


   Hi friet neuze a lare
D’Henori, er ger p’arrue :
— Henori, gwisket ho tillad,
M’iefomp d’ar bal, da di ho tad.

   — Biskoas n’am euz bet refuset
Mont lec’h m’ho pije d’in laret,
Ispisial da di ma zad,
Eno medi ma holl ebat :

   Demad d’ac’h-c’hui, ma zad roue ! —
— Ha d’ac’h iwe, ma merc’h Doue. —
— Penaos ez on bet d’ac’h manket,
P’eo d’ar groug oc’h euz ma barnet ? —

   — Tawet, Henori, n’ oelet ket,
Ur varn-all d’ac’h c’hoas a zo gret :
Gret ’zo d’ac’h un donnel newe
Da vont war-vor, en gward Doue. —

   N’oa ket ar ger peur-lavaret,
Bars an donnel ez eo laket ;
Bars an donnel ez eo laket,
Ha war ar mor ez e leusket.