Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/186

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


V


   Et eo bars ann donnel newe,
Leusket war-vor, en gward Doue……
Hag hi friet a c’houlenne
Euz ar vartoloded, un de :

   — Martoloded, d’in-me laret,
N’oc’h euz gwelet tonnel a-bed ? —
— N’hor euz gwelet tonnel a-bed,
Ann hini ’n euz kollet, klasket ;

   Met hini santes Henori,
’Zo diskennet en Hiberni ;
’Zo diskennet en Hiberni,
Ni ia bemde d’hi zaludi.

   Bars en korfik hi inosant
A zo diou rozenn ekselant ;
A zo diou rozenn ekselant,
Mar na ve roue, sur ’vo zant ! —

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Ma fried paour, d’in lavaret,
Ha ganin d’ar ger a teufet ? —
— Biskoas n’am euz bet refuset
Mont lec’h m’ho pije d’in laret.

   Ho mamm hi doa d’ac’h lavaret
Penaos e oann groeg d’ur belek ;
Penaos e oann groeg d’ur belek,
Ar wirione brema ’welet. —

   — Ma friet paour, d’in lavaret,
Pe boan d’ez-hi vezo roët ?
Me am euz seitek mereri,
Hag o c’harfe holl ho tewi ;

   Garfe ann tan en izellan,
Kerkoulz evel en huëllan,
Rag ma ’z on bet ken glac’haret,
Eo ma mamm a zo bet kiriek ! —


Kanet gant Anna Salic, paourez koz. Plouaret, 1863.


──────────