— Salut d’ac’h, ma mestrik, ma beaj a zo bet
Un tammik hirvouduz, prompt ez on refuzet :
Honnont ’zo ur plac’h fur, promptamant gant ur ger
’Deuz ma rentet kontant, ha digasset d’ar ger :
— Wit-on d’ veza el lann o vesa ma denved,
Me na ’z ann ket, ’me-z-hi, da c’heul ar C’hallaoued !
Ewit-on da veza el lann o fredoni,
Me n’an ket evel-se da c’heul tremenidi. —
— Gallaoued ho deuz diouar, koulz ha tremenidi,
Mont a rann ma hunann ewit parlant gant-hi. —
— Demad d’ac’h, merc’h iaouank ; roguz braz a komzet,
Ewit beza el lann mesaëres-denved.
Digasset ’m boa unann ewit komz diouzoc’h,
M’ho euz respontet rust, hen digasset d’ar ger ;
Taolet pled, merc’h iaouank, ann dewez a vrema,
Me em gavo ganec’h pa zonjfet neubeuta. —
Me ’well arru el lann daou gavalier o tont ;
Pell-braz a zo ma oa ma c’halon endann spont ;
Me well arru ann heur ma vinn-me distrujet,
Met war ma ine paour n’ho deuz pouar a-bed !
Monet a rann brema wat bennou ma daoulinn,
D’ laret ma chapeled devota ma hallinn ;
Jezuz am euz choazet ewit ma redemptor,
Jezuz am euz choazet ewit ma c’hurator. —
— Distroët, merc’h iaouank, distroët a galon,
N’euz forz pegen soignuz ez oc’h en orezon —
— Jezuz am euz choazet ewit ma redemptor,
Jezuz am euz choazet ewit ma c’hurator. —
Kasset a oa d’al lez, wit bout interrojet,
Da c’houd a be-lec’h oa, hag a be-lec’h deuet.
Lavaret a ra d’he, hep ober komplimant,
Piou lareur ann-ez-hi, neuze soudenn vatant :
— Merc’h ’on d’ur ministr braz, zo mestr war al lezenn,
Elizak oa he hano, pa oa er bed o reen ;
Merc’h Elizak ’on zur, n’hen dizanzavann ket,
Wit servija Doue am euz-han kuitaët. —
Taolet a oe er stank, na beteg hi diou-lez ;
Kana a ree eno evel ur rouanes.
Met un dewez a oe, oa gwelet o tiskenn,
Viziblamant d’ar bopl, uz d’ez-hi, ur goulm-wenn……
Pa welaz ann aotro penaos na varwe ket,
’Teuaz da c’hourc’hemenn ’vije ’r stank dizec’het ;
Hag hen o c’hourc’hemenn da dizec’han ar stank,
Ma oe taolet ’n he doull da debri d’ur serpant !