Selaouet, hag a klewfet, hag a klewfet kana
Ur werz a zo bet savet a newez wit ar bloa,
Da Varc’haridik Lauranz, staget ouz ar potanz,
B’lamour d’ur c’houvert arc’hant, laeret euz ann noblanz.
Ar c’hloaregik a lare, pa dremene ’r potanz :
— Bennoz Doue war d’ine, Marc’haridik Lauranz !
Bennoz Doue war d’ine, Marc’haridik Lauranz,
Ni hon euz bet gret hon daou ’lies meur a dro danz ! —
— N’oc’h euz ket affer, kloarek, d’ bedi war ma ine,
Me ’ zo ken euruz aman ha ma ’z oc’h-c’hui aze ;
Me ’ zo tri dez ha ter noz ama diouz ar groug,
Met dre c’hraz zantes Anna n’am euz ket bet a zroug !
It-c’hui brema kloaregik, it brema d’ann noblanz,
Da lakad ma distaga breman ouz ar potanz. —
Ar c’hloaregik a lare, p’oa arru en noblanz :
— Me zo digasset ama ’beurz Marc’harit Lauranz,
’ Zo tri de ha ter nozwez duman diouz ar groug,
Met dre c’hraz zantes Anna na deuz ket bet a zrouk. —
Ar Senechal a lare d’ar c’hloarek, en de-se :
— N’as kredinn ket, kloaregik, o laret kement-se,
Ken ’gano ’r c’habon rostet ’ zo aze war ar plad,
N’as kredinn ket m’hen tou’, kloaregik ar gaouiad ! —
Na oa ket he c’hir gant-han c’hoaz peurlavaret mad,
Pa gân ar c’habon rostet oa eno war ar plad ! —
Ar Senechal a lare d’he baotr ar marchosi :
— Dibr d’in-me ma inkane, m’inn d’ober ur bale ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Leall Marc’harit Lauranz, d’in-me a lavarfet
Piou hen deuz ho preservet, pa na oc’h ket marwet ? —
— Me a oa en em westlet d’ann itron ar Folgoat,
Hag a deuz laket d’in-me skabel endann ma zroad !