Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/246

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Bet on me ter-gwes war hi skoa,
Ha nemet c’hoarzin hi na ra,
Laret d’in mont ur bedervet,
Kontanti ’r bopl a rinn bepred ! —

   ’Nn aotro ’r Vurwenn ’n euz komandet
Ma vije ’c’hane distaget ;
Ma vije ’c’hane distaget
Ha war ar chaffot lakaët.

   Bet eo ac’hane distaget,
Ha war ar chaffot lakaët :
’Nn hach war-n-ezhi p’eo diskennet,
Tre daou anter a zo rannet !

   Ar bourrewienn a c’houlenne
Euz aotro ar Vurwenn neuze :
— Pe c’hui pe ni zo bet manket ?
Fransesa Kozik n’ varwfe ket !

   ’Nn hach war-n-ezhi p’eo diskennet,
’Tre daou-anter ez eo rannet ! —
’Nn aotro ’r Vurwenn a lavare
D’ar bourrewienn eno neuze :

   — It gant-hi d’ar fagodiri,
Gwiskit ’n inviz rousinet d’eï ;
Gwiskit ’n invz rousinet d’eï,
Lakit soufr hag alun gant-hi ! —

   Ann tan war-n-ezhi p’eo c’houezet,
Tre daou anter a zo rannet !
— Fransesa Kozik, d’imp laret,
Petra ’ zo kiriek n’ varwfeac’h ket ? —

   — Penaos ’me-z-hi, oufenn merwell,
Pa ’ma gant-on ’r Speret-Zantel ?
Ur goulmik-wenn ’ zo uz d’am fenn
A c’harz ann tan euz ma c’herc’henn ;

   ’Nn itron Varia ar Folgoat
’Dalc’h ur skabel indann ma zroad ! —
Beleïenn ’r Vurwenn, vel ma klewjont,
Ur prosession a zavjont :

   Ma ’z ia ar banier hag ar groaz
Da gass Fransesa d’ar ger c’hoaz !
— Eomp-ni d’ vouit ’r gouarneres,
Hounnes eo bet ar vuntreres ! —

   Ar gouarneres a lare
Euz, prennestr ann daol, en de-se :
— Me well ’tont ar banier, ar groaz
D’ digass Fransesa d’ar ger c’hoaz. —