Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/256

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Hag un’ all a zo er gambr-wenn
O kriba flour hi bleo melenn :
Fantik ’ zo klan war hi gwele,
A grenn ’nn derzienn diou-wes bemde. —

   — ’Nn hini ’ zo war hi gwele klan,
Hounnes ann hini a glaskan……
Penaoz, ’me-z-hi, ma fillores
Ma oc’h-c’hui bet ur vuntreres ?

   Mar karjeac’h bout d’in anzavet,
Me ’m bije ho pugel maget ;
Me ’m bije ho pugel maget,
Bikenn den ’n dije gouveet. —

   — Me ’m euz aoun-braz, ma mamm-baeron,
Na veac’h et war ar marc’h-Hamon. —
— Mar on-me itron Lezhildri,
Me reï paea ar gomz-se dit ! —


III


   War-benn ar merc’her ar beure,
’N doa Fantik kezelo newe ;
Arru archerrienn a Razon,
Da gerc’had Fantik d’ar prison.

   Fantik ar Pikart a lare
Di-war ar chaffaut, un dez oë :
— Me ’well ’ c’hann noblanz Lezhildri, [1]
Me garrie ’nn tân euz ho dewi !

   Me garrie ’nn tân euz ho dewi,
Ann aotro a zo kiriek d’in. —


Renaou ar Boutaouër-koad, a Dregrom. — 1854.

  1. Il y avait une maison noble de Lezhildri, ou Lesquildry, en la commune de Plouguiel, au pays de Tréguier. En la commune de Goudelin, il y avait également un manoir de Lezhildri.