Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/26

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Ma mamm ’gret-c’hui me gwele d’inn,
Bikenn an-ez-han na zavinn! —

   — Ma mab ker, d’in-me lavaret,
Petra gant-oc’h ’zo arruet? —

   — O chaseal er c’hoad on bet,
Ur Gornandonez ’zo digwet,

   Hag a deuz d’in-me lavaret
Eureuji d’ez-hi vije red. —

   — Ma mabik, d’in-me lavaret
Petra dez-hi ’c’h euz respontet? —

   — Hag am euz d’ez-hi respontet :
Eureuji d’ec’h me na rinn ket,

   Rag me ’zo newez-dimezet,
Ma groeg ’n noz-ma gwillioudet.

   ’R Gornandonez, pa deuz klewet,
D’in-me neuze deuz lavaret : —

   — Daoust d’ac’h pe verwell ’dann tri de,
Pe seiz vloas klanv war ho kwele. —

   — Gwell ganin merwell ’dann tri de,
’Wit chomm seiz bloas war ma gwele,

   Rag ma groegik a zo iaouank
Defe ganin kalz nec’hamant. —

   Ma mammik paour, mar am c’haret,
Euz ma friet n’anzavfet ket;

   Euz ma friet n’anzavfet ket,
Ken ’vo euz hi gwele savet. —


III


   Itron ar c’hont a c’houlenne
Digant hi mam-gaer en de-se:

   — A zo gant ma friet digwet,
Pa na deu-han ket d’am gwelet? —

   — Da chaseal d’ar c’hoad eo et,
Er ger n’eo ket c’hoas arruet;

   Et eo da chaseal d’ar c’hoad,
Da glask d’ac’h un draïk bennag. —

   Itron ar c’hont a c’houlenne,
Euz hi mitijenn en deiz-se :

   — Ma mitijenn, d’in-me laret,
Gant ar mewelienn ’zo digwet?