Ar bugel pemp bloaz a lare
Bars ar ger na pa zigwese :
— Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har ;
Ma mamm ’ zo krouget ha dewet,
Ha ma zad paour a zo laouret ;
Ur breurik ’m euz war ar menez,
Savet d’ez-han un ti-newez ;
Un ti-newez, liouet en gwenn,
Vel ma ve savet d’al laourienn. —
Ar bugel pemp bloaz a lare,
Euz ar ger na pa zortie :
— Me ’ ia d’ ganna d’am zad hi rochet,
Tri bloaz ’ zo na eo bet kannet ;
Tri bloaz ’ zo na eo bet kannet,
Dindann-han me gred eo breignet. —
Ar bugel pemp bloaz a lare,
’Tal dor he dad pa arrue :
— Ma zadik paour, d’in-me laret,
Ha me gannfe dec’h ho rochet !
Tri bloaz ’ zo na eo bet kannet,
Dindann-oc’h me gred eo breignet.
Hi zadik paour a c’houlenne
Euz ar bugel pemp bloaz neuze :
— Petra gant oc’h ’ zo c’hoarvezet,
M’oc’h deut ker iaouank d’am gwelet ? —
— Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har ;
Ma mamm ’zo krouget ha dewet,
Ha c’hui, ma zad, a zo laouret. —
— Na pez torfed a deuz-hi gret,
Ma ’z eo bet krouget ha dewet ? —
— Ur bugel ’zo kavet ’n hi gwele,
Ur gontel noaz en he goste ;
Hag a zo d’ez-hi tamalet,
Koulsgoude na eo ket kiriek. —
Hi zadik paour a lavare
D’ar bugelik pemp bloaz neuze :
— Ma bugel keiz, kerz al lec’h-se,
Gant aoun n’ laournfez dre doul ’nn alc’houez ! —