Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/274

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Leiz ar veol-vraz a neud-gwenn,
Ur c’harr houarnet hag un denn ! —
Ar C’hokard-koz a lavare
D’he vab Iannik, eno neuze :

   — Mari Tili n’ho pezo ket,
Rag dac’h ha dimp ’ ve rebechet ;
Dac’h-c’hui ha dimp ’ ve rebechet,
Rag ur gakouses ho pe bet ! —

   — Ma zad, ma mamm, da vihana,
Ma lest da vont da bardona ;
Ma lest da vont da bardona
D’ar Folgoat, pe d’ Zantes-Anna. —

   — Mar et d’ar pardon d’ar Folgoat,
Doue ra reï dac’h beaj-vad !
Doue ra reï dac’h beaj-vad,
D’ho tud er ger kezelo mad ! —


II


   Pa oa o tremenn Montroulez,
Hag hen o kaout he Gakousez :
— Iannik Kokard, ma c’harante,
Na pelec’h et-c’hui er giz-ze ? —

   — Me ’ ia da bardon ar Folgoat,
Dilour, diarc’henn, war ma zroad, —
— Iannik Kokard, ma c’harante,
Ma lest da vont ganec’h iwe,

   Da c’houlenn ’r c’hraz digant Doue
Ma kouskfomp er memeuz gwele ;
Kousket ’n ur memeuz gwelead,
Debri er memeuz skudellad. —

   Euz a Vontroulez da Blouvorn,
Ez int et ho daou dorn-euz-dorn.
Mari Tili a lavare,
Toul porz hi zad pa dremene :

   — Iannik keiz, gortoït un tamm,
Ma ’z inn en ti da gaout ma mamm,
Da c’houlenn ha ’ zo peadra
Da rei d’imb hon daou da goania. —

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Ma merc’hik, me am euz klewet
Iannik Kokard ’ zo dimezet ;
Pa vezo ouz taol o koanian,
Ma merc’h, goulennit digant-han ;