Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/286

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR PLAC’H HI DAOU BRIED.
GWES KENTA.
________


I


   Pa ’z een me da vouit dour da feunteunn ’r Waz-c’halek,
Ha me ’ rankontr unan gwisket en ru-skarlek.

   Hag hen ’c’houl’ diganin : — Plac’h, ha c’hui ’ zo dimet ? —
Allas ! me oa iaouank, hag laret na oann ket.

   Hag hen d’am c’hass gant-han da dall ur boud-c’halek,
Ha ma derc’hell eno ’n toulad da varvallet……

   — Me am euz ul lez-vamm, ar wasa ’ zo ganet,
Ha p’arruinn er ger, me a vo gourdrouzet. —

   — Lavaret d’ho lezvamm, ar gwasa ’ zo ganet :
Ar feunteun a zo pell, ann dour ’ oa strawillet ;

   Ar feunteun a zo pell, ann dour oa strawillet,
Gant marc’h ur c’havalier ’ tistreï euz ann Naonet…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


II


   Pa oann en Keridon, en Keridon, ’ tonet,
Me a glewe ur vouez ’ oa dili a bec’het ;

   Ar zonerienn o soon, ’ soon da dut ann eured,
Ha me ’ poursu ma marc’h, o sonjal bout abred ;

   Ha me poursu ma marc’h, o sonjal bout abred,
Allas ! pa arruiz, oant et kazi d’ gousket.

   — Digorrit d’in ho tor, plac’hik diou-wes eureujet,
Ann awell a zo kriz, ma daou-dorn ’ zo klezret ;

   Ann awell a zo kriz, ma daou-dorn ’ zo klezret,
O terc’hell brid ma marc’h ha ma c’hleze alaouret. —

   — It-c’hui da Geridon, eno c’hui vo lojet,
Warc’hoas, pa vezo de, me iel ’ di d’ho kwelet,

   Hag a gasso dac’h lod euz a fest ma eured,
Ur c’hartier a gik-maout, un’-all a gefelek ;

   Ur c’hartier a gik-maout, un’-all a gefelek,
Hag ur banne gwin Spagn, da dorri ho sec’het. —