HAG AR PLAC’HIK IAOUANK.
Etre traon ar Rudonou [1], hag ann hent ’z ia da Rom,
’Zo zavet ur gouant newez, en-hi menec’h o chomm ;
’Zo zavet ur gouant newez, en-hi menec’h iaouank
N’ baouezont noz na de o tebauch ’r merc’hed koant.
Bars en ker ’ zo ’r vinores, ’ zo meurbet devodes ;
Mont ’ra bep-sul d’ann ofern, war ar pemdez alies :
Mont ’ra bep-sul d’ann ofern, war ar pemdez ’ wesiou,
Na da iliz Sant-Franses, da laret hi euriou.
Ha daou jakobin iaouank o vont da gomz out-hi :
— Deut ganimb, minorezik, deut ganimb-ni d’hon zi ;
Deut ganimb, minorezik, deut ganimb-ni d’hon c’hambr,
D’esplikan ann taolinier, ’r misteriou ekselant…… —
Pa oa bet nao miz eno, hag hi laret d’ez-hi :
— ’Tro Doue ! minorezik, na petra refomp-ni ?
’Tro Doue, minorezik, petra a vezo gret,
Arru ’r vikel-jeneral d’ar gouant d’hor gwelet ? —
Hag hi o c’houlenn kuzul. Lusufer ho c’helennas
D’hi laza, d’hi interrin en korn ann aoter-vraz……
Ur paour en iliz lojet, a oe meurbet spontet,
Na buhez ar plac’hik ’n noz-se p’hen euz klewet.
Ar manac’h ar C’hardinal hen euz d’ez-hi laret :
— Lar d’ in manus pa gari, out en eur m’ vi lazet ! —
Ha hi da c’houlenn hi graz, wit n’ vije ket lazet,
’Wit ar frouez a oa gant-hi, ma vije badezet.
’Wit hi bugelik bihan ’ c’houlenne badeziant,
Hag ewit-hi hi unan, nouenn ha zakramant.
Met ar manac’h-braz neuze a dies-krog ’n ur bal,
Ha ’ skoas ar vinores paour d’an douar raktal.
- ↑ Toutes les versions que j’ai recueillies de ce chant portent Rudon ou Ruduno, ou Rudonou. Faut-il y voir une altération de Redon ?