Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/300

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Seiz taol-pal, hep-c’houitan, hen euz d’ez-hi roët,
Ar bugel, ar vinores, ho daou ’n euz ho lazet !

   Neuze ’z iejont d’ar gouant, ha ’ pakjont ho dillad,
Gant ann aouenn rag ar c’hlask, balamour ma oa goad.

   Ann deiz-warlerc’h ar beure, pa oa strinket ann de,
Unan ann daou vanac’h-man ann or a zigorre.

   Ar paour e-meaz ann iliz kerkent a zo bet et,
Ebars un hostaliri ez eo bet antreet :

   — Roët d’in tamm da zibri, ha banne da eva,
Nag ewit kaout ma memoar, ’m euz kollet en noz-ma ;

   Me am euz gwelet laza ’n noz-man ur vinores,
Am euz aoun-braz, ma Doue, rag ma oa dougeres,

   Rag ar vouez euz hi bugel, me gred, am euz klewet,
Met kaer hen euz bet krial, bepred eo bet lazet ! —

    Tud oa en hostaliri a zo bet sortiet
D’ober ann diskuil kerkent ha m’ho deuz bet klewet.

   Ar vikel a lavare d’ar paour, p’hen interroje :
— Na taolet-ewes mad paour, petra ho pe laret !

   Na taolet-ewes mad paour, petra ho pe laret,
Da zamma ma ministred brema, hep kaout sujet ! —

   — Leall, aotro ar vikel, mar n’am c’hredet-c’hui ket,
Gret-c’hui ur prosession, neuze ’vezo gwelet ;

   Gret-c’hui ur prosession, gret d’he monet en dro,
Dishenvel int ar re-all, ar goad euz ho bouto…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
   Toullet a oe ann douar ’l lec’h ma oa bet laket,
M’eo kavet ar c’horf ’l lec’h hen doa ar paour laret.

   M’int bet neuze kommerret ha kasset d’ar prison ;
En Paris a resevjont ho c’hondaonation.

   Ha ter zro d’ann iliz ho deuz renket ober,
Ewit ho finijenn, ann dut indign ha kruel.

   Gwisket a oe d’ez-he peb a rochet rousinet,
Ha goude-ze ho c’horfo ’n un tanted braz dewet ;

   Ha goude-ze ho c’horfo ’n un tanted braz dewet,
Ewit reï skouer d’ar re-all ’n ho flaz ’ vije laket.

   Ar manac’h braz a lare na pa ieas bars ann tan :
— Roït d’in nerz ha kalon ’ wit gallout resistan,

   Ewit ma rinn pinijenn euz ma fallagries !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
   Allas ! penaos, ma memoar, biskoas n’am boa sonjet
A vijenn me d’ar maro blamour d’ur plac’h laket !

   Kalz euz a verc’hed iaouank ’hallo brema laret
Am euz me kousket gant-he ha tapet ho gwerc’hted…… —