Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/310

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Kent wit ma ’z i-te euz al lec’h-me,
Me ouïo hag eo gwir kement-se. —

   Na oa ket ar gir peurlavaret,
Koat-ar-Skevel hen euz douaret ;

   Koat-ar-Skevel hen euz douaret,
Hag hanter-kant euz he zoudarded.

   He baj bihan a zo en tuz-all,
A ra iwe mui, pe gement-all.

   Koat-ar-Skevel a lavare
Da varkiz Lezobre eno neuze :

   — Te skrivfe ewit-on ul lizer,
Da gass d’am fried, a zo er ger ?

   Da gass d’am fried, d’am bugale,
Da laret ’vo marw ho zad en arme ?

   Rag ma bugale ve disenoret
’Klewet vo ganid ’m bo kombatet ;

   ’Klewet vo ganid ’m bo kombatet,
Na p’am euz-me ar gombat kollet !


Kanet gant Mari Daniel, parez Duault.

________


LEZOBRE
HA MAURIAN AR ROUE.
EIL GWES.
________


I


   Koad-ar-Ster ha Lezobre ’zo bet
Diwar-benn un emgann em glewet. (bis)

   Doue da reï d’ez-he beaj-vad,
D’ar re chommo er ger kezlo-mad ! (bis)

   Ann aotro Koad-ar-Ster a lare,
War bave Treger, pa zigoueze : (bis)

   — Demad d’ac’h holl ha joa er ger-ma,
Ann aotro Lezobre pelec’h ema ? — (bis)

   — Mar d’eo Lezobre a c’houlennet,
Aotro Koat-ar-Ster, oud-han ’ komzet. — (bis)

   — Dalc’h aze ul lizer, Lezobre,
Digasset did a-beurz ar roue. — (bis)

   — Mar d’eo gant ar roue skrivet d’in,
Reit-han d’in ta, ewit m’hen lennin. —