Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/312

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



   — Distera zoudard ’zo em bandenn,
N’astennfe ket he zorn did, azenn. —

   — Mar d’on-me un azenn, a dra-sur,
Me na on ket azenn dre natur ;

   Me na on ket azenn dre natur,
Rag ma zad oa brudet vel den-fur ;

   Mar n’oc’h euz ket anvezet ma zad,
Brema-zoudenn anvefet he vab !……

   Dibret, pajik, ma inkane-gwenn,
Lakit ur brid-arc’hant en he benn,

   Hag un dibr alaouret war he gein,
Ma vo brao da zougenn un azenn !

   Ha pa gouezfe ma marc’h bep-kamed,
Me renk monet fenoz da Wenet ! —


II


   Ann aotro Lezobre a lavare,
En Zantes-Anna pa zigoueze :

   — En tric’houec’h emgann ez on-me bet,
Heman a vo d’in ann naontekved ;

   Ma naontekved ha ma diwesa,
A lako ma c’halon da ranna.

   Me reï d’ac’h, o Gwerc’hes, ma mamm ger,
Seiz gwiskad ewit ho seiz aoter. —

   Na oa ket he c’hir peurlavaret,
Ma deuz ar Werc’hes out-han komzet :

   — Ho ia, te zo bepred ma map-me,
Kerz ta buhan d’ar ger, Lezobre :

   Lezobre, kerz ta d’ar ger, buhan,
Ha na gass den ganid d’ann emgann ;

   Na gass den ganid d’ann emgann-ze,
Nemed da bajik bihan a ve. —


III


   Ann aotro Koad-ar-Ster a laraz
D’ann aotro Lezobre, p’hen gwelaz :

   — N’oc’h ket en ho pro un den karet,
Pa na euz deut ganec’h zoudarded. —

   A-boan oa he c’hir peurlavaret,
Ma oa Koad-ar-Ster eno kouezet,

   Gant hanter-kant euz he zoudarded,
Hag hanter-kant all a oa tec’het.