’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lavare
D’he bajik-bihan hag en de-se :
— Me a well o tonet un azenn,
Hag hen war gein un inkane-gwenn ! —
’Nn aotro Lezobre a lavaraz
Na da Goat-ar-Skinn, ’vel m’hen klewaz :
— Ha mar d’on-me azenn, a dra-sur,
Me na on ket azenn dre natur ;
Me na on ket azenn dre natur,
Ma zad a lareur oa un den fur ;
Mar na t’euz anavezet ma zad,
Me a roïo did anaout he vab ! —
Da gombati neuze int bet et,
’Nn aotro Lezobre ’n euz gonezet.
’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lavare
Na da Lezobre, pa c’honeze :
— En hano da Zoue, Lezobre,
En han’ Doue, ro kartier d’in-me ! —
— Me na roïnn ket kartier dide,
Rag n’as bije ket roët d’in-me. —
— En hano ma Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe ! —
— Na leuskinn ket ganid da vuhe,
N’as bijes ket leusket ganin-me. —
— En hano da Zoue, Lezobre,
Kerz-te en karg wit ma bugale. —
— N’inn ket en karg wit da vugale,
Me leusko gant-he ho liberte. —
Na oa ket he c’hir peurlavaret,
Koat-ar-Skinn gant-han a zo lazet. —
Lizerou d’ar roue ’ zo kasset.
Da laret ’oa Koat-ar-Skinn lazet.
Hag ar roue Gall a lavare
D’he bajik bihan, un dez a oe :
— O pajik, pajik, ma faj-bihan,
Te a zo dilijant ha buhan,
Kerz da lavaret da Lezobre
Dont d’ gombati ma Maurian-me !… —