Me a breno d’ac’h ur baniel gwenn,
A vo seiz kloc’h arc’hant euz pep-penn ;
A vo seiz kloc’h arc’hant euz pep-penn,
Hag ur c’har-balenn d’hi dougenn ;
Me a breno d’ac’h ewit presant
Ur c’haleï aour hag ur zakramant,
Hag a vezo kaer d’ho enori,
Rag ur burzud-kaer ho po gret d’in. —
’Nn aotro Lezobre a lavare,
En palez ar roue, p’arrue :
— Demad d’ac’h, sir, ha memeuz roue,
Na petra oc’h euz-c’hui a newe ? —
— Lavaret ’ zo dide, Lezobre,
Dont d’ gombati ma Maurian-me ;
Koat-ar-Skinn a t’euz-te lazet,
Oa unan ma brasa mignoned ;
Met Koat-ar-Skinn mar t’euz-te lazet,
Ma Maurian-me na lazi ket. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
P’antreaz er zal-vraz war-’nn-ezhan,
O teurrel dour-binniget gant-han.
Pa daol ’r Maurian he dillad d’ann douar,
A taol Lezobre he re war-var ;
Pa ra ’r Maurian ul lamm en er,
E lak’ he gleze d’hen digommer.
— En hano ma Doue, Lezobre,
Na chach-te da gleze ganide ! —
— Na chachinn ket ganin ma c’hleze,
N’as bijes ket chachet d’hini, te. —
— En hano ma Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe ! —
— Na leuskinn ket ganid da vuhe,
N’as bijes ket leusket ganin-me ! —
Na oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar Maurian duz a zo lazet ;
Ar Maurian duz a zo lazet,
Hag al Lezobre ’zo sortiet.
Pajik ar roue hen euz kavet,
Un eil bouket d’ez-han ’n euz roët ;
Un eil bouket d’ez-han ’n euz roet,
A oa en he greiz pevar-mill skoed.