Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/324

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Ar roue neuze a lavare
Na da Lezobre, pa sortie :

   — Na aotro Doue a posubl ve,
As pe lazet ma Maurian-me ! —

   — Ia, ho Maurian ’m euz lazet,
Ha c’hui lazfenn iwe, mar karet ! —

   — En hano da Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe,

   Ha chomm bars ma falez ganin-me,
Me as groaïo roue ma goude ! —

   — Na chomminn ket ganec’h ’n ho palez,
Rag ma mammik paour ’zo intanves ;

   Rag ma mammik paour ’zo intanves,
Ha defe ouzin-me dienès. —


IV


   ’Nn aotro Lezobre a lavare,
En ker Lannnon, pa arrue :

   — Bars en ugent kombat ez on bet,
Hag ho ugent am euz gonezet,

   Dre ho kraz, santes Anna Wened,
Me a vo kurunet er Ieodet ;

   Me a vo kurunet en Sant-Louis,
N’am euz ket c’hoas ugent bloaz fournis ! —


Kanet gant ar C’hemener-bihan,
bourk Plouaret, 1863.


______________