Avanset-mad ez eo ann de,
Divezad vo p’arruinn-me. —
A-vriad en-hi eo kroget,
Ar pot diwar hi fenn ’zo koet ;
Ar pot diwar hi fenn ’ zo koet,
Hag al leaz a zo bet skuillet, —
— M’ouife Kervezennek Leon
’Venn aretet gant Rozmelchon,
Hennes sur deufe d’am c’herc’had,
Pa skuizfe nao marc’h bep-kammad. —
— Na rann mui forz euz da leon,
Ewit na rann-me a-c’hanout ! —
En-hi neuze ez eo kroget,
Gant-han d’ar c’hastel hi c’hasset……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Naïk deut ganin d’am c’hambrjou,
Da zibab per hag avalou. —
— Wit dibri per hag avalou,
Me a renko kaout kontellou. —
N’oa ket hi gir peurlavaret,
Ter c’hontel d’ez-hi presantet :
Unan troad-ruz, unan troad-gwenn,
Hag unan-all en aour melenn [1].
Euz hi Doue ’deuz goulennet :
— Ma Doue, d’in-me lavaret,
Pe me em laz, pe na rinn ket ? —
’N kreiz hi c’halon deuz-hi siket !
Pa zistro Rozmelchon en dro,
’Oa Annaïk war hi geno :
— Penamet daoni ma ine,
N’oas ket et gwerc’h dirag Doue ! —
Kervezennek a vonjoure
En ti Rozmelchon p’arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-ma,
’Nn aotro Rozmelchon pelec’h ’ma ? —
— Ann aotro n’ema ket er ger,
Et eo en un tammik afer. —
- ↑ Il y a sans doute une lacune de deux vers, ici, pour dire qu’elle a pris le couteau à manche noir.