Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/350

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


II


   Kabitenn Tremblai a lare
D’he bajik-bihan en noz-ze :
— Sav warc’hoas-beure mintinn mad,
Ma iefomp d’ chaseal d’ar c’hoad ;

   Da chaseal renkomp monet,
Janet ’r Rouz ’vo warc’hoas eureujet……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


III


   Janedik ar Rouz a lare,
D’ann aotro person en de-se :
— Hastet gant ho ofern-eured,
C’houeza ’nn tan er poultr ’m euz santet ;

   C’houeza ’nn tan er poultr ’m euz santet,
’Ma ’nn aotro Tremblai o tonet. —
Ann aotro person a lare
Da Janedik ar Rouz neuze :

   — Penamet ifom da dillad,
’M boa da guzet ’n un arched-koad,
Da laket er zakristiri,
A zo seiz alc’houez war-n-ezhi. —

   — Ha posubl ve digant Doue,
Ve damant d’am dillad ho pe !
M’ho c’harfe holl en un tantad,
Me er ger, war oaled ma zad ! —

   N’oa ket hi gir peurlavaret,
Oa karget ’nn iliz, ar porchet ;
Oa karget iliz ha porchet
Gant Tremblai hag he zoudardet.

   Kabitenn Tremblai c’houlenne
Digant ar person en de-se :
— Aotro ar person , d’in laret
Pelec’h ema ’r plac’h a-eured ? —

   — Aotro Tremblai, ma iskuzet,
N’eo ket un eured am euz gret ;
N’eo ket un eured am euz gret,
Ur bugel am euz badezet. —

   — N’eo ket un eured oc’h euz gret ?
Pelec’h ’man ’r bugel badezet ? —
— Gant he vageres ez eo et,
’Wit hen tomma war ann oaled. —