Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/352

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — N’eo ket ewit badeziantjou
’Ma ’r bouklou arc’hant war ’r botou ;
’Ma ’r bouklou arc’hant war ’r botou,
Ann dantelez war ar manchou ;

   Janet ar Rouz ’c’h euz eureujet,
Hounnes a renkann da gavet ! —
— Ema bars ar zakristiri,
A zo seiz alc’houez war-n-ezhi. —

   Kabitenn Tremblai a lare
Da Janedik ar Rouz neuze :
— Ha na teuz-te ket a zonj mad
Pa oas er ger, en ti da dad,

   As boa te d’in-me lavaret
N’ gouskjes ket ganin noz da eured ?……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Janedik ’r Rouz a lavare
D’ann aotro Tremblai en de-se :
— Ma lest mont war vur ar vered,
Da laret adieu d’am fried ? —

   — Savet pa garfet war ar vur,
Laret kenavo d’ez-han sur. —
Janedik ’r Rouz a lavare,
War vur ar vered pa zave :

   — Ma fried paour, d’in-me laret,
Ma retornann am c’homerfet ? —
— Mar deuet, c’hui vo deuet-mad,
Pa na eo ket gant ho krad-vad. —

   Janet ar Rouz a c’houlenne
Euz kabitenn Tremblai neuze :
— Aotro Tremblai, d’in-me laret,
Ouspenn d’ac’h a vinn oblijet ? —

   — Ha d’in-me ha d’am faotr ar gambr,
Ha d’am zoudarded, p’ho do c’hoant ;
Ha d’am zoudarded, p’ho do c’hoant,
Bez’ a zo ’nn ez-he dek-ha-kant ! —

   Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro Tremblai en de-se :
— Aotro Tremblai, mar am c’haret,
Ur gontel d’in-me a brestfet ;

   Ur gontel d’in-me a brestfet,
Da droc’ha zeïenn ma eured,
Pehini a zo re-stardet,
Gant ar vamm a deuz ma ganet ? —