Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/356

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


MARKIZ TREDE.
________


I


   Selaouet holl, hag a klewfet
Ur werz a zo newez-savet ;
Ur werz a zo newez-savet,
D’ur plac’hik iaouank ez e gret :

   D’ur plac’h iaouank bet anleuvet,
War hent Leon, ’vont d’ar Ieodet ;
Anleuvet gant markiz Trede,
Euz ann hent, war he inkane.


II


   ’N aotro Trede a c’houlenne
Euz ar plac’hik p’hi rankontre :
— Plac’hik iaouank, d’in-me laret,
Pelec’h ez et pe ez oc’h bet ? —

   — D’ar pardon d’ar Ieodet ez ann,
’Wit koves ha komunian ;
’Wit koves ha komunian,
Gonit ar pardon, mar ghellan. —

   ’N aotro Trede a lavaras,
D’ar plac’h iaouank ’vel m’hi c’hlewas :
— Wit d’ar pardon n’ez iefet ket,
Ganin da Drede a teufet :

   Plac’hik iaouank me ho tisko
Da vont oc’h unan dre ’n hentjo ! —
— Salv-ho-kraz aotro, iskuset,
M’ unan dre ’n hentjo n’ez on ket ;

   M’ unan dre ’n hentjo n’ez on ket,
D’eva dour feunteun ’ oann chomet ;
D’eva dour feunteun ’ oann chomet,
Ha ma re a-rok a zo et. —

   Ann aotro Trede a lare
Na d’he balefrinier neuze :
— Didoles-te d’in war ma marc’h,
A-c’hane ’ tiskouro hi gwalc’h ! —

   — Salv-ho-kraz, ma mestr, na rinn ket,
Glac’hari ’r plac’h n’ c’houlennann ket ;
N’ c’houllann glac’hari hi c’halon,
Ur plac’h fur eo, plac’h-a-feson ! —