Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/36

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaër, c’hoas en de-se :

   — Pe dillad a wiskinn brema,
’Wit monet da burifia ?

   Un habit gwenn, pe ma broget,
Ma c’hotillonenn violet ?

   — Un habit dû, euz ar gaera,
Ma merc’h wit mont d’ burifia. —

   Ar gontez iaouank a lare
En hi skabell pa zaouline :

   — Petra ’zo newez c’hoarveset,
P’eo ma skabell en du gwisket ?

   P’eo ma skabell en du gwisket,
’M euz aoun e maro ma friet !

   — Nac’h pelloc’h ouzoc’h n’hellan ket,
Aze eo beziet ho priet ! —

   — Dalet, mam-gaër, ma alc’houeou,
Lakit-ewez euz ar madou ;

   Lakit ober er-vad d’am mab,
Me chommo ama gant he dad ! —


Kanet gant ma mamm
Rosali AR GAC.
Kerarborn, 1848.

________


ANN AOTRO AR C’HONT.
TERVET GWES.
________


I


   Ann aotro ’r c’hont hag he bried
Iaouankik-mad ’zo dimezet ;

   Iaouankik-mad int dimezet,
Un’ daouzek vloas, un’ all trizek ;

   Un’ daouzek vloas, un’ all trizek,
Ur mab-bihan ’benn pevarzek.