— ’Wit ganin-me na gouskfet ket,
Ho kwele ’r gambr uhel ’ zo gret ;
Ho kwele ’r gambr uhel ’ zo gret,
Gant ’n aotro Trede da gousket. —
Ann aotro Trede a lare
D’ar plac’hik iaouank en noz-se :
— Na deut-c’hui ganin d’ar jardinn,
Da glask ur bouket louzou-finn :
Da glask ur bouket louzou-finn,
A varjolain a durkantinn ;
A varjolain hag a lavand,
A zere ouz-oc’h plac’hik koant. —
Ar plac’hik iaouank a lare,
’N kichenn ar jardin p’arrue :
— Adieu ma mamm, adieu, ma zad,
Bikenn n’ho kwell ma daoulagad !
Aotro, prestet d’in kontellou,
Da droc’ha treid ma boukedou ;
Da droc’ha treid ma boukedou,
A zo re-hir euz a dreunchou. —
Ann aotro Trede, pa glewas,
He zorn ’n he c’hodel a voutas,
He zorn ’n he c’hodel ’n euz boutet,
Ter c’hontel d’ez-hi ’n euz tennet :
Unan troad-du, unan troad-gwenn,
Un’ all c’houezet en aour melenn :
En hini troad-duz ’eo kroget,
’N kreiz hi c’halon deuz-hi plantet !
Pa zistroas ’n aotro en dro,
’Oa ’r plac’h iaouank war he geno ;
’Oa ’r plac’h iaouank ’n kreiz ar jardinn,
Hi fenn ’n tal penno hi daoulinn.
Ma lavare c’hoas ann den-fall,
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Penamed daoni ma ine,
N’ voas ket et gwerc’h dirag Doue ! —
Ann aotro Trede a lare
Da holl dut he di en noz-se :
— Arru ez e gwall bell ann noz,
Poent da bep-den mont da repoz ! —
Ar gouarneres a lare
D’ann aotro Trede en noz-se :
— ’Lies am boa ho kelennet,
War-benn ar gwinn hag ar merc’hed,