— Ispisiall war-benn hou-man,
’Zo c’hoar-vager da Gernenan :
Na euz servijer en ho ti,
Na oar ho nozwez koulz ha c’hui. —
— Mar karet n’am diskuilfet ket,
Me ’ roïo d’ac’h peb a gant-skoed ;
Ni hi lienno, archedo,
’Zono d’ez-hi ar glaz tano ! —
N’ doa ket kanet ar c’hog d’ann de,
Oa toret ’r perzier en Trede ;
Ez oa perzier Trede toret,
Gant Kernenan hag he baotred.
’Nn aotro Kernenan ’ lavare
En maner Trede, p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
’N aotro Trede pelec’h ema ? —
Ar palefrinier a laras
D’ ’n aotro Kernenan, p’hen klewas :
— Et eo en un tammik afer,
Na deuïo ket henoz d’ar ger. —
— Gaou a lares, palefrinier,
E-medi sur da vestr er ger,
Rag te zo kustum mont gant-han,
War ann hentjou da verc’hetan ! —
’N aotro Trede, ’vel ma klewas,
Gant ’r vinz d’ann traon a diskennas ;
Gant ’r vinz d’ann traon e diskennet,
Ur gwall salud braz hen euz bet.
— Aotro Trede, d’in-me laret,
D’am c’hoar-vager oc’h euz-c’hui gret ? —
— E-medi duze er jardinn,
Hi fenn ’n tal penno hi daoulinn ! —
— Ma c’hoar-vager a t’euz lazet,
Hi revanch renkann da gavet ! —
— Kernenan, les d’in ma buhe,
Me a roï did ma holl leve ! —
— N’eo ket mado a c’houlennann,
Buhe ’wit buhez a renkann ;
Ma c’hoar-vager a t’euz lazet,
Hi revanch renkann da gavet ! —
D’ar zal vraz neuze ez int et,
Da c’hoari ’r c’hleze ar fleuret ;
Markiz Trede hen euz kollet,
Kernenan hen euz-han treuzet !