Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/366

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Itron Varia ’r Rosera,
Pe me em laz, pe me na ra ?
Balamour d’ec’h, Gwerc’hes Vari,
N’ c’houlennann ket ho ofansi. —

   N’oa ket hi gir peur-lavaret,
’N kreiz hi c’halon deuz-han plantet :
Pa zistro ar markiz en dro,
’Oa ar plac’hik war hi geno !

   Markiz Trede a lavare
D’ar plac’h iaouank eno neuze :
— Penamet daoni ma ine,
N’oas ket et gwerc’h dirag Doue ! —

   Markiz Trede a lavare
Na d’he holl baotred en noz-se :
— Ma faotred, et-c’hui da gousket,
Arru pell ’n noz, poent eo monet. —

   Ar gouarneres a laras
Da varkiz Trede p’hen klewas :
— Na euz hini ebars ho ti
Na oar ho torfed kouls ha c’hui.

   ’Lies ’m euz bet ho kelennet
War-benn ar gwinn hag ar merc’hed,
Ispisial war-benn houman,
C’hoar-mager ’nn aotro Kernenan ! —


V


   N’ doa ket kanet ar c’hog d’ann de,
Oa toret ’r perzier en Trede ;
Oa ’r perzier en Trede toret,
Gant Kernenan hag he baotred.

   ’Nn aotro Kernenan a lare
En maner Trede, p’arrue :
— Demad ha joa ’bars ann ti ma,
Markiz Trede pelec’h ema ? —

   Ar palefrinier a laras
D’ ’n aotro Kernenan p’hen klewas :
— Ma mestr-me n’ema ket er ger,
Na bet a-baoue digwener. —

   — Gaou a lares, palefrinier !
Da vestr ’ zo ’r ger, pa ’z out iwe ;
Te’ zo kustum da vont gant-han
War ann hentjou da verc’hetan ! —

   Markiz Trede, ’vel ma klewas,
Traon gant ar vinz a ziskennas ;
Traon gant ar vinz e diskennet,
’N aotro Kernenan ’n euz saludet.

   — Les-te ganin-me ma buhe,
Me roïo did ma holl leve,
Ma maner kaer euz a Drede,
Hag iel’ en servij ar roue ! —