Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/372

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — War bont al lestr ia, baleet,
Met taolet-ewez veac’h beuzet. (bis)

   Marivonnik a lavare
War bont al lestr pa bourmene : (bis)

   — Gwerc’hes Vari, lavaret d’inn,
Pe me em veuz, pe me na rinn ? (bis)

   Balamour d’ac’h, Gwerc’hes Vari,
N’ c’houlennann ket ho ofansi. (bis)

   Mar ann er mor, me ’vo beuzet,
Ha mar chommann, me vo lazet ! — (bis)

   Euz ar Werc’hes a deuz zentet
War hi fenn ’r mor eo em daolet. (bis)

   Ur pesk bihan a fonz ar mor,
’Zav Marivonn war c’hore ’nn dour. (bis)

   Ann aotro ’nn Angles a lare
D’he verdedi eno neuze : (bis)

   — Merdedi, merdedi, hastet,
Me a roïo d’ac’h pemp kant skoed ! — (bis)

   Ann aotro ’nn Angles a lare
Da Varivonnik, en de-se :

    — Marivonnik, c’hui ’ zo manket,
Ma karjeac’h ’vijeac’h ma fried ! —


Kanet gant Janet ar GallKerarborn, 1849.

________


VARIANTE.

Une autre version donne ainsi la fin de cette chanson, dont l’air est charmant :

   Ur pesk bihan a fonz ar mor
’Zav Marivonn war c’hore ’nn dour (bis)

   Ur bar-awell a zo zavet,
’N toul porz hi zad ’n euz hi c’hasset. (bis)

   — Tadik paour, digoret ho tor,
Marivonnik a c’houll digor ! — (bis)

   — Ha posubl a ve, ma Doue,
Marivonnik a ve aze ! — (bis)

   Ter zro d’ann ti a deveuz gret,
Ha neuze kerkent ’ eo marwet ! (bis)