Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/404

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


IV


   ’Nn aotro Pontplancoat ’lavare,
En Pontplancoat pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Petra newentis ’zo ama ? —

   Ar vates vihan ’respontas
D’ann aotro Pontplancoat p’hen klewas :
— Na newentis a-walc’h a zo,
Eman ann itron war oenklo !

   Ema ’r Varones war oenklo,
Tri dewez ha ter nozwez ’zo. —
’Nn aotro Pontplancoat a lare
D’ar Varones, p’hi zalude :

   — Ma fried paour, em gourajet,
Arru e ’n noblans d’ho kwelet ;
Arru eo ann impalaër,
Ha merc’h ar roue da gommer ! —

   — Na euz na aotro na itron
Lakafe joaüs ma c’halon,
Mar n’hen gret-c’hui, aotro ’r Baron,
Pe c’hoas ma breur, eskop Leon.

   Aotro ’r Baron, ma vec’h kontant,
Me raë brema m’ zestamant ? —
— Gret ann testamant a garfet,
Arc’hant ’zo, beza vo paëet. —

   — Ma habit eured, ar gwella,
’Roann d’itron santes Anna :
Ma habit satinn-gwenn da santes Katell,
Ma varwin tri de goude genell. —

   N’oa ket he gir peurlavaret,
’R Werc’hes en ti ’zo antreet ;
Eo antreet ’r Werc’hes en ti,
Ewit gwelet hi digori.

   — Arret ! arret ! chirurgiann,
Un tammik ’out-te re vuhan ;
Laka ’l loa arc’hant ’n hi geno,
Ha flanch d’e-z-hi ’r c’hoste deho !

   Ha flanch d’e-ez-hi ’r c’hoste deho,
Gwell eo koll unan ’wit koll daou ! —
Ar chirurgiann a lare
D’ann aotro ar Baron, neuze :

   — Setu ’r mabik bihan aman
’Zo leiz ann diou-vrec’h ann-ez-han ;
’Zo leiz ann diou-vrec’h ann-ez-han,
Med badeziant na vank d’ez-han ! —