Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/408

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Ha tri miz hanter e padet
Ar solennite ann euret.

   Pa ’z ee Pontplancoat d’ar stadou,
Hen a reseve lizerou ;
Hen a reseve lizerou
« Ez oa ann itron war oenklou :

   » Ez oa ann itron war oenklo,
» (Santes Marc’harit d’hi delivro ! )
» O klask genell ur mab bihan,
» Mill aoun am euz bikenn n’hen gan ! »

   He baj-bihan a lavare
Da Bontplancoat, un dez a oe :
— Glao-puill a ra, duz eo ann noz,
Ma mestrik, eomp da repoz. —

   — Fenoz em gwele na gouskann,
Nag en nep-lec’h na repozann ;
Nag en nep-lec’h na repozann,
N’am bo gwelet nep a garann ;

   Hag ’vougfe ur marc’h bep-kammed,
Me a renk, gwelet ma fried ;
Me a renk gwelet ma fried,
Un dra ’zo ’nec’hi ma speret —


III


   Ha Pontplancoat a lavare
En-tal he borz pa arrue :
— Petra ’zo ’newez bars ma zi,
Na zeu den da zigori d’in ? —

   Ar c’houarneres a lare
Da Bontplancoat eno neuze :
— Newentiz ’walc’h a zo er vro,
Hag er parouziou tro-war-dro ;

   Newentiz ’walc’h a zo er vro,
Ema ’r Varones war oenklo !
Ema ’r Varones war oenklo ;
Santes Marc’harit d’hi delivro ! —

   Tri de ha ter nozwez a zo
A-baoue medi war oenklo,
O klask genell ur mab bihan,
Mill aoun am euz bikenn n’hen gan ! —

   — Demad eme-z-hi, ma fried,
Pell-zo bras n’am boa ho kwelet ;
Aba ’m’oc’h et euz ann ti-man,
Me am euz bet gwall-galz a boan !