Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/412

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   D’ ’r servijerienn-all pep a louis-aour,
M’ho do sonj ar Varones paour ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Kourajet, kourajet, m’ friet,
Arru’ ann noblans d’ho kwelet ;
Arru ma breur ’nn impalaër,
Ha merc’h ar roue da gommer ! —

   — Digoret frank ann orojou,
Ma welinn o tont ma Ankou :
Digoret frank dor ar geginn,
Ma welinn ’ tont ar medesinn !

   Un habit wenn euz ar gaera
A brofan da santes Anna,
Hag un-all da santes Katell,
Ma vewinn tri de goude genell. —


V


   Pa oant o vont d’hi digori,
’Antreas diou werc’hes en ti,
Diou werc’hes euz ar re-gaera,
Ar Werc’hes ha santes Anna :

   ’Antreas diou werc’hes en ti,
A gelennas hi digori :
— Laket ’r vil-arc’hant ’n hi geno
Ann aotenn ’n hi c’hoste deho ;

   Ann aotenn ’n hi c’hoste deho,
’Kavfet ur mabik hag hen beo ;
Gret tri c’hraf noazde ’n hi c’hoste,
Gan-imp e teui a-benn tri de ! —


VI


   — Baron, savet euz ho kwele,
Ur mab d’ac’h ken kaer hag ann de ;
Ur mab d’ac’h ken kaer hag ann de,
Ho pried iac’h war hi gwele ! —

   — Me garrie ma mab badezet,
Indann ann douar tregont goured ;
Indann ann douar tregont goured,
Ar vamm hen dougas o kerzet !

   Me ’m euz pewar mab en arme,
A ’hell laret en gwirione,
A ’hell en gwirione laret
Biskoas gant mamm n’int bet ganet ! —


Kanet gant Anna Salik.
Plouaret, 1865.