— Ma mammik paour, d’in lavaret,
Ma fried pelec’h eo chommet ?
Pelec’h eo chommet ma fried,
Pa na zeu ket ken d’am gwelet ? —
— Et ez eo duze da Baris,
Dont ’rei d’ar ger, p’hen do avis. —
Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaer c’hoas, en de-se :
— Petra ’zo newez en ti-ma,
Pa gan ’r veleïenn er giz-ma ? —
— Ur paour bihan hon euz lojet,
A zo en noz-ma tremenet. —
— Laret d’ez-he kana bepred,
Arc’hant a-walc’h vezo kavet ;
Me ’m euz arc’hant, me am euz aour,
Awalc’h wit douari ur paour. —
Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaer c’hoas ann de-se ;
— Petra ’zo newez en ti-ma,
P’am gwisker en du, er giz-ma ? —
— Dreama, ma merc’h ’man ar c’hiz
Ia ’r groagez en du dann iliz ;
Hag ez aint en du, pe en gwenn,
Wit lakad binniga ho fenn. —
Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaer c’hoas, en de-se :
— Petra ’zo newez er bourk-ma,
Pa ’ma skabel ma fried ama ? —
— Hirra ’m euz gallet ’m euz kuzet ;
Ho pried paour ’zo tremenet ! —
— Dalet, mamm-gaer, ma alc’houezou.
Ha grit er-vad euz ma madou ;
Ha grit er-vad war-dro ma mab.
Me chommo ama gant he dad ! —
Kanet gant Marie RAHER.
Duault.