Hi lakad hi fenn war he varlenn,
Hag o verwell neuze zoudenn !
Doue d’bardono ann anaon,
Medint ho daou war ar varwskaon !
Et int ho daou en ur poullad,
Pa n’int bet et ’n ur gwelead ;
Medint ho daou er memeuz be,
Bennoz Doue war ho ine ! [1]
Kanet gant Garandel, leshanwet Kompagnon-Dall.
Kerarborn, 1847.
Janet ’r Iudek ’zo dimezell,
Na briz ket neza hi c’hegell,
Nemet hi gwerzid ve arc’hant,
Hi c’hegell korn pe olifant.
Janedik ’r Iudek, c’hui a gleo,
Ken melenn hag ’nn aour e ho pleo ;
Pa vent melennoc’h un anter,
Na po ket Fulup Ollier.
Et eo d’ Wengamp, ’boe diziou,
Na ewit resev ann urzou,
P’oa o tremenn gant he urzou.
Oa Janedik war hi zreuzou :
Oa Janedik war hi zreuzou,
Hi oc’h ourla mouchouerou ;
Ha gant-hi tric’houec’h mouchouer,
C’houec’h ’nn ez-he d’ Fulup Ollier.
Fulup Ollier a lare,
’N ti ’r Iudek koz pa arrue : —
— Demad ha joa holl en ti-ma :
— Ar Iudek koz pelec’h ema ? —
- ↑ Voir dans le Barzaz-Breiz (p. 242) la pièce qui correspond à celle-ci, sous le titre de : Azenor la pâle.