Janet ar Iudek a lare,
’N ti ’nn Ollier koz p’arrue :
— Roët d’in skabell d’azeza,
Serviedenn d’em dic’houeza,
Serviedenn d’em dic’houeza ;
Mar ben merc’h-kaer euz ann ti-ma. —
— Merc’h kaer en ti-ma n’ vefet ket,
D’ar studi da Baris eo et. —
P’ee Fulup Ollier d’ann urzou,
Ez oe Janet dre ar parkou :
— Fulup Ollier, distro, d’ar ger.
Beleïenn ’walc’h ’zo en Treger ! —
Janet ar Iudek a lare
Euz prennestr hi c’hambr, un dez oe :
— Me well ’r c’hloer iaouank ’tont d’ar ger.
Ha belek Fulup Ollier !
Tric’houec’h dous kloarek am euz bet,
Fulup Ollier ’nn naontekvet ;
Fulup Ollier ’nn diweza,
Lakaï ma c’halon da ranna ! —
Fulup Ollier ’lavare
D’ Janet ’r Iudek, pa dremene :
— Janet ’r Iudek, mar am c’haret,
D’am ofern genta n’ deufet ket ;
’N deufet ket d’am ofern genta,
Lakad rafac’h ann-on da vanka. —
— Bet drouk gant ann nep a garo,
D’ho ofern genta me ielo ;
D’ho ofern genta me ielo,
Ha pewar fistol me brofo,
Wit na laro ket ma broïz :
Janet ’r Iudek ’zo diaviz. —
— Mar karet Janet, n’ zeufet ket,
Me a roï d’ec’h pewar c’hant skoed ;
Ma zad be unan ’roïo kant,
Setu ’r gobr mad d’ur plac’h iaouank. —