Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/436

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Choucha he benn war hi barlenn,
Merwell eno neuze zoudenn !
Doue d’ bardono ann anaon,
Emaint ho daou war ar varwskaon !

   Setu-int et er memeuz be,
Pa n’int bet er memeuz gwele :
’R re-se oa gant Doue choaset
Ewit bewa vel daou bried !


Kanet gant Mari-Job Kado.
Kerarborn, 1844.


________



JANEDIK AR MAREC.
________


I


   Belek ar Bihan a lare
’N ti ar Marek koz p’arrue :
— Me zo deut ama ann de-ma
D’ho pedi d’am ofern genta ;

   Hag holl ho pedann da donet,
Nemet honnont ma dous Janet ;
Nemet honnout ma dous Janet,
Hounnes larann na deuio ket. —

   Janet ar Marec a lare
Da velek ar Bihan neuze :
— Bet drouk gant ann nep a garo,
D’ho ofern-genta me ielo ;

   D’ho ofern-genta me ielo,
Ha mar be profet, me brofo ;
Me lakaïo ur pez a skoed,
Ar walenn-aour ’ poa d’in roët ;

   Ma c’hoerezed ’ brofo iwe,
Wit n’hon bezo mez diout-he…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .