Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/444

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


ESKOP PENANSTANK.
GWES KENTA.
________


I


   — Aliettik, ma merc’hik koant,
Red ’vo monet da Benanstank ;
Red ’vo monet da Benanstank,
Pe goll ar gwir ar gomanant. —

   — Ma vije beo nep am ganas,
Evel ma ’z eo nep am magas,
N’ vijenn ket et da Benanstank,
Pa goljeac’h ’r gwir ar gomanant. —

   — Met allaz ! paour keiz, pa n’eo ket,
Senti ouz lez-vamm a zo red ;
Senti ouz lez-vamm a zo red,
Da Benanstank ’vo red monet. —

   — Gwell eo ganin, wit ma enor,
’M lakafac’h endann treuz ho tor !
Kommerrit un tranch hag ur bal,
Ma laket en beo en douar ! —


II


   ’Nn aotro Penanstank a lare,
D’he baotr ar gambr, un dez a oe :
— Me well Aliettik ar Vad
O tonet a dreuz dre ar c’hoad.

   Un daoulagad ’ zo en hi fenn
A luc’h ’vel diou verelaouenn,
Hi zal iwe hag hi diou-jod
Ker-gwenn hag al leaz er ribod. —

   En Penanstank p’eo arruët,
War ann treuzou eo azeet ;
War ann treuzou eo azeet,
Ha gwalc’h hi c’halon ’deuz goelet. —

   — Aliettik, laret ’zo d’ec’h
Gant ann aotro pignet ouz krec’h,
Da derc’hel d’ez-han ar goulou,
Wit ma kano he c’housperou. —

   — Mar d’oc’h messajer ewit-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han :
’Zo kantelleuriou aour hag arc’hant,
Da derc’hel goulou peziou koant. —