— Aliettik, ma c’hoarik ker,
Deut-c’hui ganin-me d’am sellier ;
Deut-c’hui ganin-me d’am sellier,
D’eva gwinn douss evel ar mel. —
— Salv-ho-kraz aotro, na inn ket,
Ar gwinn n’ zere ket d’ar merc’hed ;
P’am bo zec’het, me evo dour,
Ha ’bedo Doue d’am zikour ! —
’Nn aotro Penanstank a lare
D’Aliet ar Vad, un dez a oe :
— Aliettik, mar am c’haret,
Ur bloaz c’hoas ganin a chomfet. —
— Ur bloaz bo poa ma goulennet,
Ur bloaz am euz ho servijet ;
Ur bloaz am euz ho servijet,
Ewit pelloc’h na chomminn ket ;
Ha setu ar gomanant d’in,
Aotro Penanstank, ’n despet d’ho fri !
Me a ha gwerc’h dimeuz no ti,
Seiz vloaz ’zo na oa et hini ! —
— Aliettik, d’in-me laret,
Pelec’h ez oc’h bet kouantjet ? —
— En korn ann tann, en ti ma zad,
Me ’m euz klewet meur a gomz vad :
En korn ann tan, en ti ma zad,
Me ’m euz klewet meur a gomz-vad,
Pa oann-me euz da luskellad……
Te ’ zo d’in ur breur-mager mad ! —
— Aliettik, me ho kwelo
En ker Landreger, pe war-dro,
Hag ho kof beteg ho lagad,
Brases euz ur c’hokinn bennag. —
— Mar be euz ur c’hokinn a vo,
Kred ’n es kalon m’hen eureujo,
Mar na ve euz un den dimet,
Pe’n den da Zoue konsakret.
Te ’zo eureujet d’ann iliz,
Ha dimezet d’ar zakrifiz :
Mar sonjfes, Penanstank ’n as pec’het,
Asuramant n’hen grafes ket ! —
Kanet gant Godik Rio, mates en Kerarborn. — 1847.