Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/490

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


ERVOANIK PRIGENT.
EIL GWES.
________


I


   Et ’Ervoanik Prigent d’ar men-aour,
Bikenn Landreger na ve paour ;
Bikenn Landreger paour na ve,
Met ’r Vilaudri hen atakfe.

   Ar zorseres koz ar Vilaudri
’Iee bemde war-lein ar c’houldri ;
’Iee bemde war-lein ar c’houldri,
Seiz lew tro-rond ’ wele diout-hi.

   — Me ’well ’tont Ervoanik Prigent,
Ha gant-han tric’houec’h karg arc’hant ;
Karget int a arc’hant hag aour,
Bikenn ’r Vilaudri na ve paour.

   War ’r marc’h a-rok ’zo ’r perroket,
A oar al latinn, ar gallek ;
A oar al latinn ar gallek,
Kerkoulz ha ma oar ’r Brezonek.

   Ar zorseres-koz a lare
D’aotro ’r Vilaudri, un dez oe :
— Aotro ’r Vilaudri, em breparet,
Me ’well Ervoanik Prigent ’tonet ;

   Me ’well arru Ervoanik Prigent,
Ha gant-han tric’houe’h karg arc’hant,
Karget a arc’hant hag a aour,
Bikenn ’r Vilaudri na ve paour…… —

   Ervoanik Prigent a lare
D’he charreterrienn, ann de-se :
— Charreet-c’hui lijer ha skanv,
Rag ar Vilaudri ’zo aman. —

   N’oa ket he c’hir peurlavaret,
’N penn ar marc’h-a-rok eo kroget ;
’N penn ar marc’h-a-rok eo kroget,
Ar Vilaudri ’n euz-han zaludet.

   — Ervoanik Prigent, chommet fenoz,
Ema ’r volerrienn ’n Koad-ann-noz. —
— Koulz eo d’in merwell en ur c’hoad,
Evel ’n ho ti, m’hen goar ervad…… —