Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/494

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


III


   Ann archer bihan ’zalude
Er Vilaudri pa zigoueze :
— Demad ha joa holl en ti-man,
’R zorseres koz, pelec’h eman ?

   ’R zorseres koz pelec’h ema,
Ma meomp hi buhe da genta ?……
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

   ’Nn aotro ’r Vilaudri ’zo krouget,
Ar zorseres koz ’zo dewet ;
Ar zorseres koz ’zo dewet,
Hi ludu gant ’nn awell gwentet !


Kanet gant Godik Fulup, en paroz Plunet. — 1867.


________



KERDADRAON HAG AR GERNEWEZ.
GWES KENTA.
________


I


   Kerdadraon hag ar Gernewez,
Braoa daou den-jentil ’vale,
Hag a zo ho daou mignoned
War ar gwinn ha war ar merc’hed.

   ’Nn aotro Kerdadraon a lare
D’he vreur, ann aotro ’r Gernewe :
— It-c’hui, ma breur da Vontroulez
D’ober al lez d’ar benherez ;

   Ar benherez a Vezarnou,
Mar gallann ’vo itron ’r Gerdadraon,
Ha laret d’ez-hi, da welet,
Ma dilezell, ho kommerret. —

   ’Nn aotro Kernevez a lare,
En Montroulez pa arrue :
— Salut dac’h-c’hui fourdelizenn,
C’hui ’zo ker koant hag ur rozenn ! —

   — Mar on-me koant ’vel ur rozenn,
Ann aour ann arc’hant am gra gwenn ;
Ann aour, ’nn arc’hant ’zo war ma zro,
Kernewez, ra koant ac’hanon. —