Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/500

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR GERDADRAON HAG AR GERNEWEZ
EIL GWES.
________


I


   Er Gerdadraon a zo seiz mab,
Melenn ho bleo, glaz ho lagad ;
Er Gerdadraon a zo seiz mab,
Braoa seiz den a wisk dillad.

   ’Nn aotro Kerdadraon a lare
D’he vreur Koat-ar-Skinn, un dez oe :
— Deut-c’hui da Vontroulez ganin,
Da c’houli ’r benheres da zimi. —

   ’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lare,
En Montroulez pa arrue :
— Demad ha joa holl er ger-ma,
Noblanz Lezarmo [1] pelec’h ’ma ? —

   Hag ar porzier a lavaraz
Da Goat-ar-Skinn, vel m’hen klewaz :
— M’eo noblanz Lezarmo ’glasket,
E-toul ar porz a parlantet. —

   Ha Koat-ar-Skinn a lavare,
Bars ar maner pa antree :
— Demad ha joa er maner-ma,
Ar benheres pelec’h ema ? —

   Hi mageres oa bars ann ti
Hag a lavaraz ewit-hi :
— ’Ma bars ar zal o tijuni,
Kalz a dutjentil ’zo gant-hi. —

   ’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lare,
Bars ar zal ha pa arrue :
— Na demad dac’h-c’hui, penheres,
Dac’h-c’hui ha d’ho kompagnunes.

   Penherezik, d’in-me laret
Ur veaj inutil am euz gret ? —
— O Koat-ar-Skinn, n’ho euz-c’hui ket,
Rag Kerdadraon ’garann bepred :

  1. Les chanteurs disent, les uns Mézarnou, et les autres Lezarmo. Je ne suis pas en mesure d’établir, avec preuves à l’appui, lequel de ces deux noms il faut préférer, quoique je penche pour Mezarnou. Il y a un manoir noble de ce nom en la commune de Plouneventer, dans le Finistère. C’est sans doute celui que pilla La Fontenelle, le fameux Ligueur. Il ne se contenta pas de ce butin, estimé quarante mille écus ; il enleva aussi l’héritière, fille de Vincent de Parcevaux, et l’épousa. — Il y a un manoir de Kerdadraon, à deux kilomètres de Saint-Pol-de-Léon.