Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/502

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Hag ’ve ’r c’hleze noaz em c’halon,
Kerdadraon ez e ma mignon !
Me ia da gaout ma mageres,
Hounnes ’zo d’in gouarneres.

   Ma mageres, lavaret d’in,
Ha na eo ket poent d’in dimi ? —
— N’oc’h met daouzek (vloaz) krog en trizek,
Abredik d’ veza dimezet ;

   Red vezo kaout konje ho tad,
Ho keront, betek pemzek oad,
Hag ho tad ’ zo et da Baris,
Bars ’retorno ’vo unnek miz ;

   Met me ’ ia d’ skriva lizerou,
Ewit kass d’ho tad ann aotrou. —
— Ma mageres, na rit ket se,
Me dimezo hep he gonje ! —


II


   Ar vageres a c’houlenne
Un dez ar beure, ’n hi gwele :
— Daoust a zo a newez en ker,
Kreena ’ra ’r paveïou ’n antier ? —

   — Ma eo karronsiou Kerdadraon,
Magerezik ’zeu da vouit-on ! —
Ar benheres a lavare
Da Gerdadraon eno neuze :

   — N’ ’c’h euz ket klasket dimezelled,
Gant-oc’h d’ Gerdadraon na inn ket. —
— Dimezelled ’walc’h ’m euz klasket,
Ma c’hininterv ha ma moereb. —

   Ar benheres a lavare
D’hi mageres, p’hi c’huitaë :
— Margerezik, mar am c’haret,
Ma iskuzou d’am zad ’refet.


III


   ’Nn aotro Lezarmo a lare,
Ebars ar ger pa arrue :
— Ma fenheres pelec’h eo et,
D’am digommer n’eo ket deuet ? —

   Ar vageres a lavaraz
D’ann aotro eno p’hen klewaz :
— Ho penheres ’zo ’n Kerdadraon,
Warc’hoaz dek miz klez a vezo. —