Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/508

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Ivonaïk deut-c’hui ganin,
Me gasso ho mamm d’al leandi ;
Me gasso ho mamm da leanes,
C’hui, Ivona, ’vo barones. —

   Kement ’n euz gret euz hi fedi
Ma ’z eo bet et gant-han d’he di ;
Ma ’z eo bet et da Voazhamon,
Allas ! ’wit glac’har hi c’halon !

   Ar Baron iaouank a lare
D’he c’houarneres p’arrue :
— Laket ar beer a uz d’ann tan,
D’Ivoanïk ha d’in, d’hor c’hoan. —

   Ar Baron iaouank a lare
D’he bajik bihan en noz-se :
— Et d’ann traon, laret d’Ivona,
Donet ganin-me da goania. —

   — Laret ’zo d’ec’h-c’hui, Ivona,
Dont gant ar Baron da goania. —
— Gant ’r servijerrienn me goanio,
Gant ’r gegineres a gousko. —

   — Aotro, laret ’n euz Ivona
N’deui ket da ved-oc’h da goania ;
Gant ’r servijerrienn a koanio,
Gant ’r gegineres a kouko. —

   — Et d’ann traon, laret d’Ivona
Donet prim gant-on da goania ;
Hag a vije merc’h ur markiz
N’ vije gant-hi mui a diviz ! —

   — Laret a zo d’ec’h Ivona,
Dont gant ar Baron da goania,
Donet prim ha hasta hunan,
Rag ’ma ar zoubenn o ienan. —

   Ar baron iaouank a lare
D’Ivona ’n Hamon en noz-se :
— Hag a vijec’h merc’h ur markiz,
N’ vije gant-oc’h mui a diviz ! —

   — Ma enor a garann parfet,
’Oa kiriek d’in na deujenn ket. —
Ivona ’n Hamon ’lavare,
Euz taol ar Baron, p’azee :