Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/516

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


BOSENN ELLIANT.
________


I


   — Anter-kant nozwes ez on bet
’N ur parkik bihan balanek ;

   ’N ur parkik bihan balanek,
O klask laeres kleïer ’nn Drindet.

   Ar c’hleïer a zone ho zri,
— Olier baour, krouget a vi !

   ’Ma ’r Vosenn-wenn e penn da di,
Pa garo Doue, ial’ en ti. —

   — Pa deui en ti, me ial’ e-mez.
Meur da galon a gra diez !

   Kalon intanv hag intanves,
Kalon minor ha minores !… —


II


   Et eo ar vosenn a Elliant,
Et ’zo gant-hi seiz mill ha kant !

   Kriz ’vije ’r galon na oelje,
E borc’h Elliant nep a vije,

   O welet seiz mab ’n un tiad
O vont d’ann douar ’n ur c’harrad !

   Ar vamm baour euz ho charread,
Ann tad war-lerc’h o c’huibanad ;

   Ann tad war-lerc’h o c’huibanad,
Kollet gant-han he skiant-vad !……
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Red ’oe arreti ’nn ofern-bred,
Gant trouz ar c’hiri houarnet……
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Aotro sant Jili, eme-z-hi,
Lojet ma bugale ’n ho ti ! —

   — Penaoz hallfenn-me ho lojo,
Karget m’iliz bet’ ann treuzou ;

   Karget m’iliz bet’ ann treuzou,
Ha ma bered, bet’ ar muriou !