Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/548

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Na oar nikun ar sujet-se,
Nemet markizes Dukanje ;
Nemet markizes Dukanje,
Hounnes a gollo hi buhe ! —

   Markiz Dukanje a lare,
D’ar Varkizes hag en noz-se :
— Et-c’hui da gousket d’ar gambr-wenn,
Me iel’ iwe brema-soudenn. —

   Ar Varkizes a lavare,
D’hi mates-vihan, en noz-se : —
— Gret-c’hui er-vad d’am bugale,
A vo minoro kent ann de ! —

   Santes Radegond’ ma maerones,
Ma rekommandet da Doue,
Ma rekommandet da Doue,
Me a vo maro kent ann de ! —

   Markiz Dukanje lavare
Bars ar gambr-wenn pa arrue : —
— Markizes, ’me-z-han, ma fried.
En noaz am euz c’hoant d’ho kwelet. —

   Pa oa hi diwisket en noaz,
Plant hi gleze en-hi bet’ ar groaz !
Seiz taol hen euz d’ez-hi roët,
Kent ma ’z eo d’ann douar kouezet ;

   Bep-taol ’c’houlenne digant-han
Petra ’oa ’r sujet d’hi lazan ? —
— Abalamour d’ar marc’hamon,
A oa antreet em c’halon. —

   — Mar ’pije ouzinn anzavet,
Me ’m bije ho koler toret ;
Me ’m bije ho koler toret,
Dre falz testo ho preur bélek. —

   O Markizes paour, ma fried,
Medesined a vo klasket ;
Medesined a vo klasket,
Hag ho kouliou gwellaët. —

   — Salv-ho-kraz, ’me-z-hi, ma fried,
Merwell breman a vezo red :
Er Baradoz, pe war he dro,
Mar gret ar vad, nin em gavo !……

   Eno oe klewet forz ha kri,
Gant ar servijerrienn ann ti ;
Gant ’r servijerrienn o oela,
Ar Varkizes o kimiada !