Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/84

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Nag ewit gwelet ann anaoun,
Oc’h ober tro ’r prosession,

   Assedet etre ter vandenn,
Re-du ha re-c’hriz ha re-wenn.

   Touez ar re-wenn hi mamm a oa,
Dimeuz estlamm, deuet da joa !

   Pa doa gret ann dro en antier,
Ez ia da gaout hi davanjer ;

   Ez ia da gaout hi davanjer,
Hag hen laka ’tre tri c’hartier.

   Da gaout hi merc’h ar vamm ’zo et,
Ha ’vel-henn d’ez-hi deuz laret :

   — Un taol-mad ez eo bet dide
Pa n’ ’m euz da ziframmet iwe ;

   Pa n’ ’m euz da ziframmet en beo,
’Vel ma renn d’ann davanjerou !

   Te greske ma foaniou bemde,
Gant ar glac’har a reez d’in-me !

   Ur bugel a t’euz bet dalc’het,
Em hano a t’euz-han laket ;

   Em hano a t’euz-han laket,
Hennes hen euz ma zikouret.

   Me ia brema d’ welet Doue,
Te a deui iwe hep-dale ! —


Anna SALIK, 75 bloas.
Plouaret, 1864.

─────────



AR VINOREZIK A DRAON
AL LANN.
EIL GWES.
________


   Ar vinorezik, ’draon al lann,
’Deuz glac’har da varo hi mam ;

   Medi noz-dez o estlami,
Hi c’hovezour ’n deuz poan gant-hi.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   P’oa war bez hi mamm ’n orezon,
’Klewaz ann anter-noz o soon ;