Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/86

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Klewaz ann anter-noz o soon,
Erru koulz ar prosession.

   Erru ez int en ter vandenn,
Re du ha re c’hriz ha re wenn.

   ’N touez ar re du a well hi mamm,
O Doue, pebeuz da estlamm !

   Deiz warlerc’h da noz ’z ia ’darre
War bez hi mamm d’ bedi Doue.

   P’oa war ar bez en orezon,
’Klewaz ann anter-noz o soon ;

   ’Klewaz ann anter-noz o soon,
Erru oa koulz ’r prosession.

   Erru int e-tre ter vandenn,
Re du ha re c’hriz ha re wenn.

   ’N Touez ar re-c’hriz a well hi mamm,
Na doa ket kement a estlamm.

   Deiz warlerc’h ’noz ez ia ’darre
War bez hi mamm d’ bedi Doue.

   Pa oa war ar bez, ’n orezon,
’Klewaz ’ann anter-noz o soon ;

   Klewaz ann anter-noz o soon,
Erru koulz ar prosession.

   Erru int etre ter vandenn,
Re du ha re c’hriz ha re wenn.

   Touez ar re-wenn a well hi mamm,
Neuze na doa ken a estlamm.

   ’N hi davanjer ez eo kroget,
En pewar zamm deuz-han laket,

   Hi mamm evelhenn deuz laret :
— Penamet oud en graz Doue,

   ’M boa da diframmet a beziou,
’Vel ma rez d’as davanjerou !

   Ur bugel a t’euz bet dalc’het,
Em hano a t’euz-han laket,

   Hag hennes hen euz ma zalwet ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant Mari HULO.
Kerarborn, 1855.


─────────