’Baoe m’eo maro Trogadek,
Den en he di na euz padet.
Ur belek iaouank a Leon,
Un den gardiz, kriz a galon,
A oa deut un dewez d’he di,
Espres ewit hen konjuri.
Ar belek iaouank c’houlenne,
Euz Trogadek, p’hen konjure :
— Trogadek, d’in-me lavaret,
Pe-re ’nn torfedou oc’h euz gret ? —
— Tric’houec’h vloas ’zo, mar na euz c’hoaz,
’Baoe m’on ’n ifern losket poaz! —
— Gaou a lavaret, Trogadek,
Rag n’euz ket ter zun tremenet ;
Eman ar varw-skanv war ho pe,
Abaoe ho servij eiz de. —
— Mar ’man ar varwskanv war ma be,
M’ ho ped, hen lammet ac’hane ;
N’ roët ket din dour-benniget,
Nemet kreski ma foan na ret. —
— Trogadek, d’in-me lavaret,
Petra ’zo kaoz ma ’z oc’h daonet ? —
— Keit ’zo ’tre Brest ha Leznevenn,
Am euz laeret gant ma gwalenn ;
Am euz laeret a serj Paris,
O chacha m’ gwalenn war hi giz.
P’am bije gwerzet ter gwalenn,
Nemet diou-anter na drohenn ;
Nemet diou-anter na drohenn,
Ma werzenn pemp skoed ar walenn.
Un ti newez am euz savet,
Gant ’nn arc’hant drouk akuizitet ;
Gant ’nn arc’hant drouk akuizitet,
Me garrie he lein war he oaled !
Ar men huella ’nn izella !……
Allas ! diwezad ’on brema.