Marc’harit Charlès plac’h ann hent-braz,
’Deûz maget ar volerienn vraz ;
E deûz maget potred Ranno,
Gwasa volerienn ’zo er vro.
Marc’harit Charlès a lâre
D’Ervoanig Ranno, un dez ’oe :
— Ur c’had ’zo ’vont gant ann hent meur,
A dalv ar boan monet d’he c’heul ;
’Zo diarok daou varc’h sammet,
A dalv bepred pewar mil skoed !
Ervoanig Ranno, pa glewas,
’N he vazig-pennek a grogas ;
’N he vazig-pennek ’eo kroget,
A-dreuz ar parko ’eo redet ;
A-dreuz ar parko ’eo redet,
Ar marc’hadour hen eûs tapet.
Ar marc’hadour hen eûs tapet,
War ar c’hlazenn ’oa azeet :
— Marc’hadour, lâres-te d’in-me,
Petra a c’hortoës aze ?
— Me ’zo c’hortoz ma breur hena,
Chommet ’n Lok-Mikêl da eva.
— Ma eo en Lok-Mikêl chommet,
’Wit dre ’n hent-ma na deuio ket,
Rag hen a vô disaliet
Gant ann aoun rag ar Rannoëd ;
Gant aoun rag potred ar Ranno,
Gwasa volerienn ’zo er vro.
Ervoanig Ranno a lâre
D’ar marc’hadour paour, en de-se :
— Ro d’in da aour ha da arc’hant
Pe m’es lac’ho soubitamant !