Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/105

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Ar marc’hadour paour a lâre
Da Ervoanig Ranno, neuze ;
— Setu daou varc’h sammet aze,
Kaset ganac’h ar c’hoaz an-hê ;

  Kaset ganac’h ar choaz an-hê,
Ha lest egile ganin-me ;
Ha lest egile ganin-me,
Da vewa groeg ha bugale.

  Ervoan Ranno, ’vel ma klewas,
’N he vazig-pennek a grogas ;
’N he vazig-pennek ’eo kroget,
Ur vac’had d’ehan ’n eûs roët ;

  ’N eûs roët d’ehan ur vac’had,
Hag hen eûs beuet en he wad ;
Ha bars he wad ’n eûs-han beuet ;
Tud war ann tol ’zo arruet.

  Tud war ann tol ’zo arruet,
Kerninon hag he soudarded.
Ervoan Ranno a lavare
Er gêr d’he vamm pa arrue :

  Ur marc’hadour am eûs lac’het
Ha me garje n’am bije ket,
Tud war ann tol 'zo arruet,
Kerninon hag he soudarded.


II


  ’N otro Kerninon a lâre
’N toull dor Ervoan Ranno p’arrue :
— Ervoan, digor d’in-me da zor,
N’as bô na mez na disenor.

  — Na emedi ma groeg en poan
A ur mab pe ur verc’h vihan ;
Ma vije fuzuil ganen-me,
Otro, m’ho kasje al lec’h-se !

  ’N otro Kerninon, pa glewas,
Ann nor dirazhan a dorras ;
Ann nor dirazhan ’n eûs torret,
En kolier Ervoan eo kroget :

  — A-beurz ar roue, den muntrer,
’Tolan ma dorn war da golier ;
A-beurz ar roue jeneral,
Me ’dol ma dorn warnout, kriminal !