Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/113

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  — Ma zadig paour, mar am c’haret,
D’ar markis n’am rofet-c’hui ket ;
N’am roët ket d’ Draonlavane,
Rag lac’het ’ven gant he ligne !

  — Koulz eo d’in-me da roï d’ehan,
Ewit kaout gwalleur diout-han,
’Vel ma ’z eo d’in koll ma buhe,
Ha d’ac’h, Jannedig, marteze ?


IV


  Traonlavane a lavare
Na eus taol he c’hoar pa goanie :
— Bet on en Paris, en Gwened,
En Sant Malo, en Sant Briek ;

  Biskoas na welis fesmeulenn
Ken koant ha Jannet ar Bihan ;
Nann, biskoas na welis hini,
Troët è ma speret gant-hi.

  He c’hoar hena a lavaras
Da Draonlavane, p’hen klewas :
— M’eo troët ho speret gant-hi,
Goulennet hi da dont d’ho ti ;

  Goulennet-hi dont d’ho ti
Ur bloaz pe daou d’ho serviji ;
Ur bloaz pe daou d’ho serviji,
Ha tremen hoc’h amzer gant-hi.

  Traonlavane a respontas
D’he c’hoar hena, ’vel m’hi c’hlewas :
— Ma c’hoar Vari, c’hui ’c’h eûs pec’het,
Drouk-komz ’vel-se eus ar merc’hed ;

  Me n’am eûs nemet un ine,
Mar gallan-me, vô da Doue ;
’Benn ma vô warc’hoas da greis-de,
M’hi graï’ itron ’n Traonlavane !


V


  Traonlavane a lavare
’N ti ’r Bihan koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Jannet ’r Bihan pelec’h ema ?