Traonlavane a lavare
Da Jannet ’r Bihan en de-se :
— Et da Draonlavane brema,
Goulennet skabel d’azea ;
Goulennet skabel d’azea,
Ha plac’h ar gambr d’ho tiwiska,
Rag ez hoc’h itron bars ann ti,
’Wit gourc’hemenn da bep-hini.
Jannet ar Bihan a lâre
En Traonlavane p’arrue :
— Roït d’in skabel d’azea,
Mar ben-me itron en ti-ma.
Ar vates vihan a lâre
Da Jannet ’r Bihan p’hi c’hlewe :
— Komerret skabel, azeet,
Itron en ti-ma n’ vefet ket ;
Itron en ti-ma n’ vefet ket,
Met d’ c’hortoz un-all da donet…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Jannet ar Bihan, pa glewas,
’Goueas d’ann douar, a zemplas ;
A zo koueet, a zo zemplet,
Traonlavane ’n eûs hi savet.
— Tawet, ma fried, n’oelet ket,
Biskoaz den n’ zo diou wez eureujet ;
Biskoaz den n’ zo diou wez eureujet,
’Raok maro he genta pried.
Dalet, mates, ho paeamant,
Hag et meas ma zi promptamant ;
Penamet ’c’h eûs grêt servij vad,
’M boa ruziet ma c’hleve ’n ho kwad !
Traonlavane a lavare
Da holl dut he di, en noz-se :
— Et c’hui holl abred da gousket,
M’ arru mann, ma digemenet.
N’oa ket ter heur d’ann de sonet,
Oa perzier Traonlavane torret ;
Oa perzier Traonlavane torret
Gant ar baron hag he botred.
Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/117
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ