Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/119

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  ’Nn otro ’r baron a c’houlenne,
En Traonlavane p’antree :
— Demad ha joa holl en ti-man,
Traonlavane, pa n’hen gwelan ?

  — Eman duze en he wele,
Païsantes euz he goste ;
Païsantes euz he goste,
Un dismegans vraz d’he ligne !

  Ar paj bihan, p’hen eûs klewet,
Gant ar vinz d’ann nec’h ’zo pignet :
— Ma mestrig paour, mar hoc’h kousket,
En hano Doue dishunet !

  En hano Doue dishunet
Ho preur ar baron ’zo digwèt ;
Arru ho preur ’r baron ama,
N’eûs gir gant-han met d’ho lac’ha !

  Traonlavane, vel ma klewas,
En kreis ar gambr a zilampas :
— Kuzet aze, ’mehan, itron,
Me ’c’h a da gomz euz ar baron.

  ’Nn otro ’r baron a c’houlenne
Euz Traonlavane, p’arrue :
— Pelec’h eo manet da bried.
N’eo ket deut d’am digomerret ?

  Kent ma ’z inn a Draonlavane,
Me dreuzo dre-z-hi ma c’hleve !
— Komzet-c’hui izelloc’h, baron,
Gant aoun dishunvi ann itron.

  — Demp-ni breman hon daou d’ar sal
Da c’hoari ’r c’hleve en dual.
Da c’hoari ’r c’hleve int bet êt
Traonlavane ’n eûs goneet.

  Er sal vraz en Traonlavane,
Bea eno ’oa un drue :
Dalek ann oaled d’ann treuzo,
’Karge ar goad en ho bouto !

  Traonlevane a lavare
D’he zous Jannet, pa retorne :
— Dek a geront am eûs lac’het,
Ma breur ar baron unnekvet,